Aller au contenu principal

Projet CD-Livre Diwan Gwengamp

Organisé pour : Diwan Gwengamp

RAKTRES PLADENN/LEVR - PROJET CD/LIVRE

"RE GOZH EO AN DOUAR"

 

Mennozh ar bladenn-mañ a zo deuet deomp a-drugarez d'un toullad degouezhioù. Abaoe tost da 40 vloaz ez eus eus Skol Diwan Gwengamp ha Kuzul Skoazell Diwan Gwengamp da-heul. Asambles e teuont a-benn da lakaat ar skol da vont war-raok: ar gKDP en ur verañ ar skol, an implijidi nann-kelenn, an darempredoù gant an ti-kêr ha dilennidi ar vro hag all; ar C'huzul Skoazell en ur aozañ darvoudoù a zegas an arc'hant evit mont en-dro ar skol.

An aliesañ e klaskomp liammañ an darvoudoù gant palioù Diwan: lakaat ar brezhoneg ha sevenadur Breizh dre vras war-wel er c'horn-bro, diorren ar brezhoneg.

Meur a sonerien a zo e-touez tud bugale Diwan Gwengamp hag un digarez brav eo darvoudoù ar C'huzul Skoazell da gaout darempredoù gant tud nevez, kement ha lakaat ar vugale da gemer perzh pa c'hallomp.

Setu perak hon eus bet c'hoant da ginnig ar raktres-mañ da skipailh pedagogel ar skol. Degemeret gant youl ha plijadur e oa bet hor mennozh.

Evit kement obererezh aozet ar C'huzul Skoazell eo ar blijadur eo a vez implijet evit mont war-raok. Ar blijadur da reiñ eus (h)e amzer evit hor bugale, ar blijadur d'en ober asambles. Hag evel-se eo e oa kroget ar raktres-mañ. Daou dad o doa bet c'hoant da eskemm o flijadur evit ar sonerezh gant o bugale. Penaos 'ta? Kanañ gante ur ganaouenn bet desket er skol ha lakaat sonerezh war ar pozioù. Kement hag ober, ha gant fent, o doa troet "Boulomig erc'h" (kanet gant Mona Jaouen war ar bladenn "Kanit bugaligoù") en un doare dic'hortoz a-grenn.

Ar skolaerien eo o deus dibabet ar c'hanaouennoù all: reoù savet ha labouret er skol un nebeud bloavezhioù zo gant sikour Katell ar C'hogwenn war tem "an en-dro hag al lastez". Un abeg brav da lakaat ar gaoz er c'hlasoù war an en-dro ha penaos chom hep saotrañ an douar.

Pemp tresour a vicher o deus bet c'hoant da gemer perzh ivez. Setu ma vo kinniget ar bladenn gant ul levr brav ouzhpenn!

Setu tizhet ar pal: bodañ un toullad tud disheñvel tro-dro d'ur raktres e brezhoneg evit kas ar yezh war-raok ha sikour hor skol vrav!

Ne chom nemet ho sikour evit ma c'hallfemp mont betek penn da lakaat ar bladenn hag al levr da vezañ embannet e fin miz Here 2019.

War-dro 2000€ e kousto ar raktres-mañ deomp. Trugarez evit ho sikour!

 

L'idée de ce CD nous est venue pour plusieurs raisons. L'école Diwan Gwengamp existe depuis bientôt 40 ans, ainsi que le Comité de Soutien Diwan Gwengamp. Ensemble, ils oeuvrent au développement de l'école: l'AEP en gérant l'école, les salariés non-enseignants, les relations avec la mairie et les élus locaux, etc; le Comité de Soutien en organisant des actions qui rapportent l'argent nécessaire au fonctionnement de l'école.

Le plus souvent possible, nous essayons de faire coïncider ces actions avec les buts de Diwan: faire connaître le breton et la culture bretonne en général dans notre territoire, et développer le breton.

Parmi les parents de l'école, il y a plusieurs musiciens et les actions du Comité de Soutien sont une belle occasion de faire des rencontres, et de faire participer les enfants quand cela est possible.

C'est donc pour cela que nous avons eu envie de proposer ce projet aux enseignants de l'école. Projet qui a été accueilli avec un plaisir et un enthousiasme certains!

Pour chaque action organisée par le Comité de Soutien, c'est le plaisir qui nous guide avant tout. Le plaisir de donner de son temps pour ses enfants, le plaisir de faire ensemble. Et c'est exactement ainsi que le projet a commencé. Deux pères qui ont eu envie de partager avec leurs enfants leur plaisir pour la musique. Comment, vous demandez-vous? Chanter avec eux une chanson apprise à l'école et mettre de la musique sur les paroles. Tant qu'à y être, et avec une pointe d'humour, ils ont tourné la chanson "Boulomig erc'h" (chantée par Mona Jaouen sur son album "Kanit bugaligoù") d'une façon tout à fait inattendue.

Ce sont les enseignants qui ont choisi les autres chansons: pour certaines, créées et mises en musique quelques années plus tôt pendant un projet pédagogique mené par Katell ar C'hogwenn sur le thème "la nature et les déchets". Une bonne raison pour parler en classe de l'environnement et comment ne pas continuer à polluer la Terre.

Cinq dessinateurs professionnels ont accepté avec le même enthousiasme de participer au projet. Voilà donc que le CD sera accompagné d'un beau livre!

But atteint: rassembler plein de gens différents autour d'un projet en breton qui participe au développement de la langue tout en aidant notre belle école!

Il ne nous manque que votre soutien pour que nous puissions aller jusqu'au bout et éditer le CD et le livre pour la fin Octobre 2019.

Ce projet est estimé à autour de 2000€. Merci pour votre aide!

 


 

Organisé par

Diwan Gwengamp

Yoann HUIBAN a participé

romane colin a participé

Anthony MOISAN a participé

Anna MENGUY a participé

olivry Sébastien a participé

Guillaume SALIS a participé

LAURENCE CALVEZ a participé

Alice De Laigue a participé

Delphine Madonna Calvez a participé

Typhaine Ollivier a participé

gael Roblin a participé

Le 13 juin 2019
Anna MENGUY
hâte d'écouter ça !